Version bretonne Version française English version Deutsche Version Spanish version
 
Hon binvioù :
 
 
E Kemenn ez eus 150 kenlabourer en ho kourc’hemenn : stlenngraferien, diorroerien, mistri-gwiad, tud e karg eus ar c’hehentiñ, gwazourien marketing e servij ho tiorroadur war ar Genrouedad
Lakaet hon eus war-sav un diskoulm nevez evit merañ an endalc’hioù, azasaet ouzh an embregerezhioù hag ar strollegezhioù. Kinnig a reomp ivez ur gwarant servij gant un dibab koumanantoù rik, enno an hizivadennoù, an daveiñ, da baeañ pe evit netra, an herberc’hiañ… Ambroug a reomp ac’hanoc’h hed-da-hed hor c’hevelerezh evit gwarantiñ deoc’h an efedusted hag an disoc’hoù ho peus ezhomm anezho evit diorren hoc’h obererezh.

Hon diskoulm dinamek : un etrefas ken eeun ha tra evit an implijerien, ken aes ma c’hallfe bezañ implijet gant bugale. Gallout a reot hizivaat ho lec’hienn Genrouedad adalek forzh peseurt post kevreet ouzh ar Genrouedad, hep ma vije ezhomm eus meizantoù pe eus barregezhioù dreistordinal. An diskoulm-se a azasaomp ouzh pep hini eus hoc’h ezhommoù. Evel-se e c’hall ho lec’hienn emdreiñ evel biskoazh. Gant ar c’heflusker-se e c’hallot zoken soñjal cheñch neuz c’hrafek ho lec’hienn en un doare marc’had-mat-kenañ, peogwir e tispartiomp danvez an testennoù diouzh ar stumm anezho. Distag eo an endalc’h hag ar roadennoù diouzh an neuz c’hrafek.

Hor Pakadoù : an daveiñ,
Hizivaat programmet
Ur servij evit an arvalien
Hiziv an deiz ne c’haller ket tremen hep goulenn sikour ur c’hevredad arbennikaet war ar c’hrouiñ lec’hiennoù Kenrouedad. War gempleshaat ez a ar Genrouedad, hag an doare nemetañ eo evidoc’h da vezañ sur da gaout distroioù.
 
 
Degemer     Hor C’hevredad      Hon binvioù      Pourchasoù     TITOUROÙ     STOK     TUTA
Kemenn - 11, hent Kerbost – TG Gras-Gwengamp - BP 40506 - 22205 Gwengamp Cedex - postel : e-mail Kemenn
Servij melestradurel : 0 820 065 355 – Servij an arvalien : 0 820 226 744 - Plr : 02 96 21 29 77
RUKAD 478 020 852 00032 - POE : 722C – Niv TGO enkumuniezhel : FR 18478020852 – KEBAT zo 39 400 € e gevala