Version bretonne Version française English version Deutsche Version Spanish version
 
Piv omp-ni ?
 
 
KemennE Kemenn ez eus 150 kenlabourer en ho kourc’hemenn : stlenngraferien, diorroerien, mistri-gwiad, tud e karg eus ar c’hehentiñ, gwazourien marketing e servij ho tiorroadur war ar Genrouedad
Evit poent eo diazezet hor c’hevredad e kornôg Frañs a-bezh. Ajañsoù hon eus e Gwengamp (22), Roazhon (35), Kemper (29), Naoned (44), Rouan (76), Teurgn (37), Lille (59), Poitiers (86), Bourdel (33), Strassburg (67), Reims (51), Dijon (21), Montpelhièr (34) et Tolosa (31).
Ac’hann da fin ar bloaz e vimp e pep lec’h e Frañs peogwir e teuio ajañsoù Lyon (69), Pariz (75) ha Nisa (06) da glokaat hor rouedad vroadel. E 2009 e vo klokaet c’hoazh gant ajañsoù e Bro-Saoz, en Alamagn hag e Spagn.

Frammet eo ar c’hevredad e pemp pol :
- Ur pol kehentiñ
- Ur pol teknikel
- Ur pol krouiñ
- Ur pol Enklask & Diorren
- Ur renerezh kenwerzhel ha melestradurel
E KEMENN ez eus ur skipailh arbennigourien war bep tachenn
- Stlenngraferien
- Diorroerien
- Tud e karg eus an daveiñ
Mistri-gwiad
- Tud e karg eus ar c’hehentiñ
- Gwazourien marketing e servij ho tiorroadur war ar Genrouedad
Hiziv an deiz ne c’haller ket tremen hep goulenn sikour ur c’hevredad arbennikaet war ar c’hrouiñ lec’hiennoù Kenrouedad. War gempleshaat ez a ar Genrouedad, hag an doare nemetañ eo evidoc’h da vezañ sur da gaout distroioù.
 
 
Degemer     Hor C’hevredad      Hon binvioù      Pourchasoù     TITOUROÙ     STOK     TUTA
Kemenn - 11, hent Kerbost – TG Gras-Gwengamp - BP 40506 - 22205 Gwengamp Cedex - postel : e-mail Kemenn
Servij melestradurel : 0 820 065 355 – Servij an arvalien : 0 820 226 744 - Plr : 02 96 21 29 77
RUKAD 478 020 852 00032 - POE : 722C – Niv TGO enkumuniezhel : FR 18478020852 – KEBAT zo 39 400 € e gevala